• Facebook Clean
  • Facebook Clean

Savet oa ar strollad gant ar soñj digas asambles traoù a bep seurt: ar mod da soniñ a oa gwechall gant ar sonerien violon dre amañ ha barzh broioù a sav-heol, pe c’hoazh stumoù ar sonerezh klasel pe re ar sonerezh rock.

Diwanet oa ar c’hartet tro-dro d’ar c’houplad sonerien violon Jonathan DOUR ha Floriane LE POTTIER (Kampion Breizh e 2011), kresket war lerc’h gant Mathilde CHEVREL hag e violonsel ha Antonin VOLSON hag e taboulinoù.

Etreze o-fewar e teuzont perzhioù kontrel, kisidig ha gouez, gouizieg ha pemdezieg.

  • Facebook Clean

Goude ar bladenn gentañ « Trid an Douar » e 2014, ha goude bezañ sonet meur a wech e pad ar pemp bloaz diwezhañ, « Treusioù ar pewar awel » en deus klasket toullañ henchoù nevez, evit en em gavoud gant sonerien deus a bep seurt broioù: an Indez, Alamagn, Enez Reunion, Poitou… ha Breizh!

Plijet bras omp bet o veskañ hon sevenadur! Gant ma plijo deoc’h!

 

« Nimp, sonerien ar c’hartet, zo deus Kreis Breizh, med digor eo hon spered war ar bed a-bezh. Gwriziennet barzh an terouar, hag o klask mont pelloc’h war dachenn ar brezhoneg, an dansoù, ar sonerezh. Med deus an tu all e faot dimp temziñ ar boued-se, hini ar gêr, gant pebr ha holen deuet deus pevar c’horn ar bed. Evit ma chomo bev ar c’hultur e Breizh, eo ret mat dimp dalc’hen da zigoriñ hon daoulagad hag hon divskouarn,

ha mont da gutuilh un tamm deus pinvidigezh ar broioù all. »

 

Setu an dud pedet war ar bladenn: ar ganerez deus bro India Parveen KHAN gant e breur Ilyas er tablas (bugale Hamid Khan, soner tabla war ar bladenn « an tri breur » gant Erik Marchand 25 bloazh-zo!), Christian PACHER eus Poitoù (kaner ha soner eus ar strollad CIAC-BOUM, mil-vrudet e bed ar sonerezh hengounel e bro c’hall hag e europa), Youenn LANGE (kaner ar ch’reiz breizh akademi 5, e lec’h ma eo bet graet anaoudegezh gant Floriane), Fañch OGER (Kaner AODAN, ur strollad savet gant Jonathan e 2010, ha kaner LIÙ) ha Stefanie THEOBALD (kanerez AODAN,

hag a oa bet pedet war ar bladenn kentañ ivez)

Un neubeut kanaouennoù

(kit da welet ivez ar vidéoioù!)

Dihun - Pach Pi - Dour/Le Pottier Quartet feat. Parveen et Ilyas Khan
00:00 / 00:00
Quand j'me suis mis en liberté - Dour/Le Pottier Quartet et Christian Pacher
00:00 / 00:00
Toukan - Avant deux de travers - Dour/Le Pottier Quartet et Christian Pacher
00:00 / 00:00
Kibebi - Cercle Circassien - Dour/Le Pottier Quartet et Fañch Oger
00:00 / 00:00

"Treusioù ar Pewar Awel", an eil pladenn

"Trid an Douar", ar bladenn gentañ

Er bloaz 2013, ar strollad ‘zo bet lakaet war-well buan a-walc’h e bed ar festoù-noz, pedet eo bet war leurennoù brasañ Breizh (Festoù Kerne, Festoù Etrekeltiek en Oriant, Yaouank e Roazhon…)

« Trid an Douar », pladenn geñtañ ar strollad a zo bet enrollet e pad an diskar amzer 2013, ha deuet eo er maez en

nevez-amzer 2014, gwerzhet gant Coop Breizh. Degemeret mat-tre eo bet gant kazetennerien entanet!

Ar bladenn « Trid an douar » ‘zo disheñvel-krenn deus ar pezh a vez klevet da gustum. Klevet vez sonerezh klassel tonius mesket gant lusk nerzhus ar sonerezh hengounel.

Gwenaël Dayot, Ouest-France

 

Ur sonerezh festoù-noz nevez ha fresk

Frédéric Jambon, Télégramme

 

Sellit ‘ta! Amañ ez eus sonerien nevez mat kenañ-ken! Ar pevar soner-se a ginnig deomp ur bladenn gentañ deus ar-re wellañ…startijenn ha faltazi evel ne vez ket klevet alies. Tout ar bladenn a zo plijus!

Pierre Morvan, Pobl Breizh n°606

 

Ur bladenn gentañ deus ar c’hentañ!

Michel Toutous, Armen n°201

 

Setu ur bariadenn gounezet (…) Hag int o klask skubañ an danserien diwar o zreid, ar sonerien-se o deus kavet en o gwrizioù peadra da lakat an dud da dridal. 

Gazetenn Keltia, n°31


Sed amañ muzik hag a red flour, nerzhus ha kempouezet brav a-hed ar bladenn gant ar pevar soner. Deuet int a-benn da gavout ur son a zo deze o-hunan, pezh a zo plijus e-pad ar 14 ton-se.

Ronan Gueblez, Sonerezh Breizh n°240

Pedet omp d’ober ur veaj plijus kenañ-ken gant ar strollad, deus an nord betek ar su, ha da zañsal war douar Breizh war ar memes tro.

Marc Bauduin, Le Canard Folk (gazeten bro-Belgia) Here 2014

 

Gourc’hemennoù!

Setu amañ musik pinvidik ha nerzhus da reiñ lañs d’ar gompagnunezh. Un taol-kaer evit ur bladenn gentañ. 

Philippe Cousin, Trad Mag n°159

Mursi/Rond de Loudéac - Dour/Le Pottier 4tet
00:00 / 00:00
Awa/Dañs Plinn - Dour/Le Pottier 4tet
00:00 / 00:00
Khanty/Kas a Barh - Dour/LePottier 4tet
00:00 / 00:00

12€ 

Penaos eo bet ganet ar c'hartet...

 

Jonathan oa bet souezhet gant ar bagadoù violoñserien e bro-suèd, rak eno e vez sonet kalz gant ar gordenn-voud en ur soniñ war div gorden war ar memes tro. Distroet da Vreizh, klasket ‘noa traoù heñvel e Breizh-Uhel hag e bro-C’hall er sonerezh violoñs mod-kozh (« les violoneux »). Ar mod-se da soniñ a veze implijet araok ne vefe erruet an akordéon.An dra-se a roe lusk ha nerzh d’ar sonerien ha d’an danserien. (rak ne oa ket mikro ebet!!)

 

Goude-se, Jonathan oa en em gavet gant Fawaz Baker e-pad ar C’hreiz Breiz Akademi savet gant Erik Marchand. Ar soner arabek-se (eus bro Siria) ‘noa goulennet gant Jonathan cheñch toniadur ar violoñ evit ober ‘vel er broioù arabek (Sol/Ré/Sol/Ré e-lec’h Sol/Ré/La/Mi er broioù European). An ton-se a zo tost ouzh benvioù european kozh evel ar « viola d’amore » er grenn-amzer. Efedusoc’h eo an toniadur-se evit ar sonerezh hag a ra gant kerdin-boud (sonerezh gant modoù doareet disingal a vechoù), rak klevet e vez muioc’h a zasson. An dra-se zo toullañ henchoù nevez evit sonerezh Breizh er violoñs.

 

Gant lakat an daou dra-se assambles, oa cheñchet penn da benn stumm da seniñ Jonathan! Labouret ‘noa gant Floriane e-pad ur bloavezh, ha dalc’het zo bet da labourat giz-se gant Mathilde ha gant Antonin betek bremañ.

 

Peogwir eo bet stummet Floriane, Mathilde ha Jonathan evit ar sonerezh klasel kenkoulz hag evit ar sonerezh hengounel ez int gouest da gempenn an tonioù bep seurt mod hervez o fantasi.

DAREMPRED evit DOUR/LE POTTIER QUARTET

 

Alkémia Production / Jonathan DOUR

Bodero - 56630 Langonnet - France

jonathandour@gmail.com

06 86 16 55 36 / 02 97 23 96 24

 

Ar strollad zo bet gwelet: (2013-2018)

 

War leurennoù Breizh ha Keltiek: Festival Interceltique de Lorient, Festival de Cornouaille à Quimper, Yaouank à Rennes, Festival Fisel à Rostrenen, Festival du Loup en Suisse, la Gallésie en fêtes à Monterfil, la Bogue d'Or à Redon, Cyber Fest-Noz, Rio-Loco à Toulouse, Paris-Breizh à Bagneux... et de nombreux Festoù-Noz!

 

War leurennoù "Folk": Funambals à Lyon, Le Bouche à Oreilles à Parthenay, Les grands bals de l'Europe à St Gervais d'Auvergne, FOD au Danemark, Boulegan à St Jean du Gard, Le p'tit Balzar au Mans, Festival "Le Week-end" à Causse de la Selle, Le bal qui Pique à Melle...

This site was designed with the
.com
website builder. Create your website today.
Start Now